« BREIZ ATAO » HAG AN DAELEREZH – DIEUBIÑ Boas eo en Trede Emsav da varn garv an Eil Emsav politikel. Nepred avat n’eo deuet a-benn da reiñ un displegadur bastus eus emsav Breiz Atao. Petra he deus graet Breiz Atao etre 1919 ha 1939 ? Petra o deus graet Unvaniezh Yaouankiz Vreizh, Strollad Emrenerion Vreizh ha Strollad Broadel Breizh etre an daou Vrezel-bed ? Petra he deus degaset Breiz Atao d’an Emsav hag e pelec’h emañ frouezh he labour ? Penaos ha perak e c’hellomp anaout Breiz Atao en un doare ergorel bremañ ? Pere eo bet fazioù Strollad Broadel Breizh ? Perak eo bet graet ar fazioù-se ? Ur respont hon eus da reiñ d’an holl c’houlennoù-se. Ur respont hon eus da reiñ dreist-holl d’ar goulenn-mañ : perak eo ret-holl anaout istor Breiz Atao evit kompren ar pezh a c’hoarvez bremañ e Breizh, evit anaout ar boblañs, evit anaout an Emsav ha kas war-raok an daelerezh-dieubiñ ? Ou comment comprendre le Deuxième Emsav politique… Meur a wech eo bet displeget penaos e kav an Trede Emsav e wrizioù en Eil Emsav sevenadurel. Lenn a reomp war Emsav e 1967 : « Ha koulskoude e Gwalarn eo e kav politikerezh brezhon hor mare e andon hag e ziazez muioc’h eget e forzh petore luskad politikel eus ar mare-se, Breiz Atao zoken »[1]. Studiennoù niverus zo bet graet er bloavezhioù pemont ha goude war an Eil Emsav sevenadurel. Studiet eo bet an oberennoù diwanet diouzh Gwalarn ; en enep, rouez-kenan eo ar menegoù eus Breiz Atao[2]. Ret eo gouzout perak eo chomet an Trede Emsav divarrek da gompren Breiz Atao ha perak e c’hell bremañ reiñ he lec’h dezhi. Un emsav hep darempred gant ar boblañs ne c’halle ket kompren un emsav e darempred gant ar boblañs. An Trede Emsav en e zerou ne c’halle ket enta kompren ar pezh e...