AOTROU DOLL Yann-Bêr TILLENON N’eus ket pell zo ez eus bet graet « faskour » ac’hanon ur wezh ouzhpenn… peogwir n’on ket traetour moarvat ! Neb na vo ket traetour, a vo faskour ! Fentus eo ! Hervez ar gleizelourion eo faskouriezh an droug, diaoul ar c’hristen evel en lavaran c’hoazh… Pezh zo, arabat klask kompren pe zezrannañ, bezañ kontammet ‘zo ken risklus all ! Faskouriezh ne vez ket dezrannet, mouget ne lavaran ket ! Penaos avat e c’hallfen bezañ faskour pe varksour pa n’on ket kristen, penaos din bezañ skritellet a seurt pa glot kement-se gant daou gealiad n’int nemet distummadur rik ar gristeniezh hollveliek ?… Peur e vo komprenet erfin gant ar « Breton » ez on-me Emsaver, eleze Kevreadelour Brezhon ac’hanon dre ret, e-maez pep kombod a denn d’ar gealiadurezh c’hall… Bezañ « Brezhon » pe na vezañ, « that is the question… » Ya, aze emañ an dalc’h, tudoù ! Da brederiañ e c’hell ervat chom hon Bretoned vihan tagnous, dezho da vont war o menezioù du da glask ar plant am bije hadet evito, hevoudoù da strakal e-lec’h brulu… Seul vui m’anavan hon « Frantoned », anezho Breizhiz ar « Frantagne », seul barizianoc’h em santan. Pemzek vloaz ‘zo e krogis da zaremprediñ ar « mouvamant beurton ». Tra gentañ am eus desket hag a gentañ pouez : diwar ur pemp den bennak, ne oa met unan hag a oa dedennus, me. Ya, en em sellan bremañ. En em sellan, ya, rak n’eus met diganin ha diganin hepken ma c’hortozan un dra bennak. Levr din on va-hun, politikerezh va-hun, va folitikerezh din-me a lavarfen, ma tlefen ober gant seurt ger adarre. Levr ‘zo ac’hanon, digor eo din levr va zamm buhez ha me lenner ha skrivagner !...